Deus poanioù ar bed-mañ
Fuzuilhoù ha sabrennoù
Hastenet mar plij ganeoc'h
Finisañ din ma deizioù
Hastenet mar plij ganeoc'h
Finisañ din ma buhez
'vit ma’ c’h in d'ar bed all
War-lerc'h ma c’harantez
C'hoarvez a rez ganin
Evel gant ur marc'hadour
En deus ur vatimant
Da navigiñ war ar mor
Pa’z echu e veaj
Erruet eo porzh ar joa
Ma doucho da Gernev
E ranko perisañ