Breton scores

Designed & produced by Éric Mac Lewis
© ericdentinger.com
2008-2020

SOUNDCLOUD
YOUTUBE

Deus poanioù ar bed-mañ
Fuzuilhoù ha sabrennoù
Hastenet mar plij ganeoc'h
Finisañ din ma deizioù
Hastenet mar plij ganeoc'h
Finisañ din ma buhez
'vit ma’ c’h in d'ar bed all
War-lerc'h ma c’harantez

C'hoarvez a rez ganin
Evel gant ur marc'hadour
En deus ur vatimant
Da navigiñ war ar mor
Pa’z echu e veaj
Erruet eo porzh ar joa
Ma doucho da Gernev
E ranko perisañ

Marv Eo Ma Mestrez
(My Beloved Darling Is Dead)

Sad song about a woman's death and his desperate husband who wants to follow her in her grave.

Me am eus ur feunteun
E-barzh kornig ma jardin
Eno ma vin kavet
Diouzh an noz hag ar mintin
Eno ma vin kavet
Atristet gant ar glac'har
’Soñjal ’barzh ma mestrez
(O soñjal e mestrez)
A zo aet d'an douar

Marv eo ma mestrez
Marv eo ma holl fiziañs
(Marv eo m’holl fiziañs)
Marv ma flijadur
Ha tout ma holl esperañs
Biken mije soñjet
Nag ar marv a deuje
Da lemel ziganin
Ma dous ma c'harantez